Royal Ulster Constabulary

Royal Ulster Constabulary
polis
Rann eusGovernment of the United Kingdom Kemmañ
Deiziad krouiñ1922 Kemmañ
StadRouantelezh-Unanet Kemmañ
Sez sokialBéal Feirste Kemmañ
Raklec'hiet gantRoyal Irish Constabulary Kemmañ
Heuliet gantPolice Service of Northern Ireland Kemmañ
Erlec'hiet gantPolice Service of Northern Ireland Kemmañ
Erlec'hiañ a raRoyal Irish Constabulary Kemmañ
Prizioù resevetGeorge Cross Kemmañ
Deiziad divodadur4 Du 2001 Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.royalulsterconstabulary.org Kemmañ
Deskrivet en URLhttps://cain.ulster.ac.uk/othelem/organ/rorgan.htm Kemmañ
Operating areaNorzhiwerzhon Kemmañ

Polis Roueel Ulster (saozneg: Royal Ulster Constabulary), berraet en RUC, e oa an nerzh polis en Norzhiwerzhon etre 1922 ha 2001. Savet e oa bet d'ar 1añ a viz Even 1922 evel warlerc'hiad ar Royal Irish Constabulary (RIC), goude ma oa bet rannet Iwerzhon. D'an uhelañ e oa bet tro 8500 ofiser, gant 4500 hag a oa reoù da c'hortoz. Polis Roueel Ulster a veze implijet evit evezhiañ surentez Norzhiwerzhon goude Brezel dieubidigezh Iwerzhon ha betek penn-kentañ an XXIvet kantved. Ur roll en deus bet c'hoariet e-pad mare an Trubuilhoù eus ar bloavezhioù 1960 betek fin ar bloavezhioù 1990. Dre ma oa deuet da vezañ ur pal da vezañ taget gant ar Provisional Irish Republican Army (IRA), a wele ar RUC o vezañ harp diazez galloud Bro-Saoz, an nerzh polis a oa armet ponner e giz soudarded. An ofiserien a oa boas da vezañ armet gant pistolennoù-mindrailher ha fuzuilhoù-arsailh, o fiñval e kirri hobregonet, hag o vezañ kazarnet e komiserdioù gant un difennerzh ponner. Ar c'hentañ nerzh polis eo bet oc'h implij bolodoù kaoutchoug pe plastik evit kontrollañ manifestadegoù feuls.

Izili ar RUC a oa dreist-holl protestanted, ar pezh en doa degaset tamalloù bezañ strizhkredourien hag untuek a-fed sikour ha gwareziñ an dud kement hag ar madoù a-berzh ar gatoliked hag ar vroadelourien iwerzhonat.


Developed by StudentB